Samieg an Norzh


Samieg an norzh
(Davvisámegiella)
An tolead 5 eo hini samieg an Norzh
An tolead 5 eo hini samieg an Norzh

An tolead 5 eo hini samieg an Norzh
Perzhioù
Komzet e : Norvegia, Sveden, Finland
Rannved : Norzh Europa
Komzet gant : ~25 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù ouralek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Enontekiö, Inari, Sodankylä hag Utsjoki e Finland
Akademiezh : Ruovttueatnan gielaid dutkanguovddáš
Urzh ar gerioù : SVO
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 se
ISO 639-2 sme
ISO 639-3 sme
Kod SIL LPR
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh samiek eo samieg an norzh pe sámi an Norzh (sámegiella, davvisámegiella) eus familh ar yezhoù finnek-ougrek komzet gant 15 000-25 000 den e hanternoz Norvegia, Sveden ha Finland.

Ar yezh samiek muiañ komzet an hini eo.

Isrannet e vez e teir rannyezh pennañ :

* Rannyezh Torne
* Rannyezh Finnmark
* Rannyezh an arvor

Skrivet e vez en un doare unvan gant al lizherenneg latin gant un nebeud lizherennoù ispisial ouzhpenn :

A/a, Á/á, B/b, C/c, Č/č, D/d, Ð/đ, E/e, F/f, G/g, H/h, I/i, J/j, K/k, L/l, M/m, N/n, Ŋ/ŋ, O/o, P/p, R/r, S/s, Š/š, T/t, Ŧ/ŧ, U/u, V/v, Z/z, Ž/ž.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy